Pedet eo ar re a zo war ar renk evit an dilennadegoù kanton
da gemer perzh en dael a vo aozet gant Arvorig FM diwar benn an darvoudoù er vro ha pouez politikel ar votateg.
Bez e vo eno :
- Yann JESTIN : (MODEM) e kanton Lezneven.
- Peggy AR BIHAN: (UDB/ar re C’HLAS) e kanton Lokournan.
- Herri MORVAN : (P.S) e kanton Landerne.
- Marion LE PACHE : (APF/UMP) e kanton Gwipavaz.
Gant Erwan BLANCHARD ha Herve AR BEG e vo kaset an diviz en-dro dirak an holl e :
Sal Toull Kog e LANDERNE D’ar merc’her 20 a viz c’hwevrer da 8 eur 30 d’abardaez
Skignadenn derenet war :
ARVORIG FM (91.7 Mhz ha 107 Mhz Landerne) pe dre internet : www.arvorigfm.com
D’ar yaou 21/02 : lodenn gentañ eus 12e 05 da 12e50 (adskignet eus 6 eur d’abardaez)
Betek 6 eur 45.
D’ar gwener 22 /02 : eil lodenn eus 12e05 da 12e50 d’an hevelep poent.
Adskignet penn da benn : d’ar sadorn 23/02 da 12 eur.
ARVORIG FM Maezkoad 29800 LANDERNE Pgz : 02 98 30 31 55 / Fax : 02 98 30 31 54 postel: arvorigfm@wanadoo.fr
publié dans : Elections 2008 / Dilennadegoù 2008





