Klask - recherche

gwazh - flux RSS

  • Flux RSS des articles

Dielloù - Archives


Lundi 19 mars 2007 1 19 /03 /2007 15:27

film ar vanifestadeg

Disadorn 17 a viz Meurzh, betek 20 000 den a oa deuet da Vesièrs (Okitania) evit huchal holl asambles “Anèm ! òc ! per la lengua Occitana !” (bec’h dezhi ! ya ! evit an okitaneg !) Deuet e oa ar vanifesterien eus 4 c’horn Okitania evit difenn o yezh: Auvèrnhe, Bearn, Comtat de Niça , Gasconha, Lengadòc , Lemosin, Provença…mez ivez deus ar Val d’Aran (Katalounia an okitaneg a zo ur yezh ofisiel eno) ha deus ar Valadas Occitanas en Italia (an okitaneg a vez komzet eno).

Ar broioù all a oa dileuriet ivez (Catalunya, Euskadi, Breizh, Elsass...): izili burev Diwan ha Kuzul Sevenadurel Breizh a oa amañ, ha Patrig Herve en deus kemeret ar gaoz evit displegañ e oa deut tud eus Breizh evit souten an Okitaniz en o stourm evit o yezh. Kaset en deus da soñj e oa ivez ur vanifestadeg d’an 31 a viz Meurzh en Oriant evit ar skolioù Diwan hag evit ar brezhoneg.

Ar vanifestadeg-se a oa kenurzhiet gant 7 kevredigezh: Institut d'Estudis Occitans, Felibrige (emsav evit difenn an okitaneg), F.E.L.C.O. (unvaniezh ar gelenerien okitaneg), Calandreta (skolioù dre soubidigezh), Òc-Bi (kevredigezh gerent ar skolidi evit an deskadurezh divyezhek foran), Conselh de la Joventut d'Òc (kuzul yaouankiz Oc).

20 000 den a dalv div wech muioc’h e keñver manifestadeg Carcasona e 2005. Dindan heol Okitania a oa bodet tud eus pep oad, babigoù, bugale, krennarded, tud deuet, retretidi eus pep lec’h evit diskouez pegen bev e oa an okitaneg hag evit diskouez d’an holl o youl da welout, da implij ha da glevout o yezh e pep lec’h.

Fellout a ra d’an aozerien gwelout o yezh o tiorren war bep dachenn ar gevredigezh: er mediaoù, en deskadurezh, er vuhez foran. Evit-se e tle Stad c’hall kregiñ gant reizhañ he lezenn, cheñch mennad 2 ar vonreizh ha peurwiriekaat karta Europa evit ar yezhoù rannvro ha bihanniver.

E-pad ar vanifestadeg eo bet skignet savboent an danvezioù Prezidant diwar-benn ar yezhoù rannvro ha bihanniver: embannet eo bet gant EBLUL hag ar gevredigezh “Rencontres des langues et cultures régionales ou minoritaires” ur gazetenn 4 fajennad a ziskouez sklaer respontoù an danvezioù prezidant da c’houde ar goulennoù a oa bet kaset dezho war ar yezhoù ha sevenadurioù rannvro. An diell-se a c’hell bezañ kavet e stumm pdf war vlog Kuzul Sevenadurel Breizh

Ur gwir berzh e oa manifestadeg Bèsiers ha bremañ e vo ret labourat evit ma vefe manifestadeg an Oriant evit ar brezhoneg ar memes berzh. Ouzhpenn bezañ ur vanifestadeg e oa un devezh plijus tre!

Retour à l'accueil

skignan ar blog

Images Aléatoires

  • EB09_061109_MairieQuimper.jpg
  • EB09_DanielHONORE_brest_051109.jpg
  • EB09_arvrobagan_031109.jpg
  • EB09_media_prezegennerien_brest_051109.jpg
  • EB09_051109_aperitif_regions-2.jpg
  • EB09_021109_GerardCronenberger-copie-1.jpg
 
Contact - C.G.U. - Signaler un abus - Articles les plus commentés