Keleier Sevenadurel Breizh
Le qai nouviaù qi a a-rvaïr o la couteürr bertonn
Actualités culturelles bretonnes
Degemer - Accueil -
Acoulhanss
Abaoe dec'h e vez skignet hag ad skignet war Euronews ur film diell e saozneg, kastilhaneg, italianeg, nederlandeg, portugaleg, a geñver stad ar brezhoneg ha stad ar
c'hembraeg. Diskouezet e vez bro-c'hall evit nompas bezañ kenstaget Diwan en deskadurezh stad, evit chom hep harpañ ar c'helenn brezhoneg en un doare efedus, hag evit bezañ chomet hep kadarnaat
karta Europa evit ar yezhoù. En un atersadenn e Kemper, Tangi Louarn, Prezidant Eblul-Frañs ha bez-prezidant KSB a zispleg en deus krouet Bro C'hall "citoyens de seconde zone". Sekretour meur
Kuzul Europa a c'halv evit ma vefe doujet an holl vinolerezhioù en Europa gant an ensavadurioù.