D’ar mare ma vez an holl gandidaded republikan o komz eus difenn glad sevenadurel ha yezhel Bro C’hall ha Bro C’hall o tifenn en diavaez ar gwir d’al liested, setu KAF ar Morbihan o paouez nac’h arc’hantiñ ur raktres magouri e brezhoneg, abalamour ma z’eo aozet war patrom Diwan, gant ar brezhoneg evel yezh diabarzh : an dibab pedagogel-se a virfe ouzh ar magouri da vezañ digor d’an holl.
Feuket omp gant seurt arguzennerezh.
En hevelep lizher ar c’haf a anzav ez eo degemeret hentenn pedagogel Diwan gant ar Stad dre ma vez ar skolioù Diwan dindan gevrad gant an Deskadurezh Stad.
N’emañ ket ar c’haf hep gouzout e vez ar skolioù Diwan digor d’an holl, laik ha digoust ha n’eo ket ret da dud ar vugale komz brezhoneg evit skoliata o bugale enno. Dibab ur magouri zo tachenn ar gerent hepken.
Dezho da zibab ar magouri a gavont a gwellañ evit o bugale.
Nemet e vefe dizesk penn da benn war gevredigezh breizh, n’emañ ket ar c’haf evelato hep gouzout eo liesyezhek an holl skolidi o tont eus Diwan ha barrek war ar brezhoneg hag ar galleg, pa n’eo ket war ur trede pe ur pevare yezh.
Nemet e vefe dizesk penn da benn war an deskadurezh, n’emañ ket ar c’haf evelato hep gouzout penaos an doare gwellañ da vezañ divyezhek eo deskiñ un eil yezh an abretañ ar gwellañ dre ar soubidigezh. N’eo ket ar c’haf ivez hep gouzout ne glevo ar vugale nemet nebeut a vrezhoneg e diavaez ar magouri, da lavaret eo 15 pe 20% brezhoneg en o buhez, ar peurrest o vezañ galleg nemetken.
N’emañ ket ar c’haf hep gouzout ivez ez eo re skort niver a vagourioù zo er Mor Bihan, ez eus ur goulenn sokial evit magourioù e brezhoneg.
Chom hep arc’hantiñ ur raktres magouri zo un diviz na vez diazezet war arguzenn ebet, na deskadurel, na sokial nemet war kozh abegoù politikel diwar-lerc’h.
Ar gevredigezh Diwan a zo feuket bras gant diviz ar c’haf. Ar raktres magouri-se eveljust zo un doare da seveniñ un dazont d’ar yezhoù. Ar skolioù Diwan zo abaoe pell zo ul lodenn eus ar vro e Breizh ha degas a reont d’ar skolidi, deus forzh peseurt metoù e vefent, an hevelep deskadurezh divyezhek.
Kondaoniñ a ra Diwan diviz ar c’haf ha diskuilhañ a ra un emzalc’h diforc’hus, dre m’o deus bet evit gwir abeg magourioù all e yezhoù all yalc’hadoù gant ar c’haf, ar pezh a ziskouez mat eo implij ar brezhoneg a zo taget.